[7] RAGENEZ KRAOZON EVEL MA OA 475 MILION BLOAVEZH ’ZO

Bez ’zo 475 milion bloavezh e oa goloet Ragenez Kraozon gant ur mor yen ha don.
En em verniañ a rae gwiskadoù traezh e strad ar mor, lusk-dilusk gant ar gwagennoù.
Kalz a dresoù loened a zo (roudoù, toulloù) hag e tiskouezont e oa darempredet an dachenn gant leoged, hag artropoded.

E-pad ar mare-se deus istor Ragenez Kraozon eo bet stummet ar c’hrag arvorikan.
Ar c’hrag arvorikan, bet traezh gwasket a za d’ober hiziv tevennoù hir Beg ar C’havr, Penn Din, Beg Penn-Hir hag uhelder uzet ar Menez C’homm.

Tresadenn : Bernadette Coleno.