[15] UR ROC’H DIBAR DIWAR AR MAGMA : AN DOLERIT

Ur roc’h a gaver er gwazhiennoù eo an dolerit.

Stummet gant plajioklazoù, mein a vagnezihouarnet hag oksidoù titanhouarnet.
Dont a ra diwar ar magma yennaet a zob et strinket er rannennoù, kantadoù bennak a vetr dindan an douar.

Gwelet e vez ez eus deus an dolerit er roc’h dre ar boulloù kelc’hiet gant skantennoù evel plusk ognon ha dre ma vez merglet (liv rouz-ruz).