[12] UR DIVERADENN MAEN-TEUZ DINDAN AR MOR DEIZIATET – 448 MILLION BLOAVEZH

Ar diveradenn-se a ya gant un diskuliadeg a vaen-teuz yennaet a-daol trumm war strad ar mor.

Aet eo ar magma da galetaat e pezhioù rontaet bern-war-vern : pillow-lavas a raer anezho.

Etrezo ez eus skarioù goloet gant maen-raz gris-skler, fosiloù enno. An dielfennoù chimik graet diwarbenn ar vein-teuz a ziskouez ne deu ket an danvenezelezh deus ur chadennad menezioù.